Oeuvre du Barde Roc'h Allaz

  Retour page d'accueil       Retour page Saint-Michel  

  Retour page Ecrivains        Retour page Oeuvres  

GREG AR MERDEAD

Publié par le «Lannionnais» (n° du 15 janvier 1853)

Ar môr zu rust, an noz zo tewal,

Nep stereden na sklaeri en noab,

Ag an awel troet en tu fall,

A lak ar brezel er gouab.

 

Isa, va merc’h kaez, va c’harantez,

Ro din da vrec’h wit ma nerza ;

Ma na gemerez ouz-in truez,

Va c’halon c’ha da fazia.

 

Deus, va m’erc’h, o demp war ar garek !

Kasomp ganimp sklaerijenno :

Da dad paour war e lestr o redek,

Marteze neuze hon gwelo !

 

Doueo braz kuzet er c’hoajo,

Beleien a belegezet ,

Deut d’am nerza, zellet va daëro !

Dioc’h va goaz peb drouk pelleet.

 

Rac an awel a deu da greski,

Dioc’h bro ar sten e c’huez eston !

Penos e c’hallo’r verdeadi

Tec’hi ar gerek er mor don ?

 

C’huezomp on zan, a c’hastomp fonnus !

Eur griaden a m’eus klewet,

Eur griaden a voa ken euzus,

Ken va c’halon zo spouronnet !

 

Klew, va merc’h, klew an awel rustoc’h !

Euzus e c’huez war d’ar gerek !

Klew ar mor o frailla ouz ar Roc’h,

Ag o tiframma an Dreuzec !

 

O ! listri draillet gant ar barr-man,

Kren awallac’h a vefoc’h-hu,

Da redek a-rok an awel-man ?

D’an vezout o c’hent en noz du ?

 

Zellet, zellet, va zan zo c’huezet !

Merdead kaeez, kemer kalon !

Ar roc’h-vraz breman n’eo ken kuset,

A pell e gweler er mor don.

 

 

 

Dre ol er-mor o ! pebes dinnac’h ! (1)

Ar bed, me gred, c’ha da dremen !

Biken lestr na ve kren awallac’h !...

Em c’hreis va c’halon a deu ien.

 

Keit a ma koms ar vreg dismantet,

E teu dioc’h tu an anter noz,

Eur barr euzusoc’h, ken diremet,

Ken a spourone an dud coz.

 

Ar vam, ar verc’h a zo faziet ;

Koet int en kichen o zan,

Bete’r beure ’vel-t-se int chomet,

Barz neuze an amzer voa glan.

 

Pa divallont, o glac’har garo !

Ouz  treid ar Roc’h, war an drezen,

Koat, hernach, kerden, corfo maro,

‘Welont meskaillet pen da ben.

 

Disken reont diwar ar Roc’h-Vraz,

War an drezen int aruet ;

A ker kent ar wreg kaez-man e goaz,

Ar verc’h e zad ‘neus anveet.

 

Ar vam-greg en eur grial Allas !

War gorf e goaz a zo marwet....

Ar Roc’h-Vraz a zo bet Roc’h-Allaz,

A-boe an amzer-ze hanwet.

 

Ar c’horfo gant ar mor dislonket,

Zo sebeliet gant Isa ;

Hus de e saw eun dosen moudet ,

A c’hanwer Tosen-Lamota. (2)

 

Bea zo tremen naontek kant vla

Eo bet an dra-man c’hoarveet ;

Gant tud Roc’h-Allaz, tud Lamota,

Ze marteze voa ankoeet.

 

An treo coz-man zo dizoloet

Gant eur Breiziad Tregoriek,

Pehini a neus o c’hadskrwivet

Ewit skwer d’ar broio gallek.

 

Claude Rannou

 

(1) : ces quatre vers ne sont pas décrits dans « Eun Neubeut – Gwerziou Brezonek de C. Rannou).

      (2) :  les vers suivants se trouvent rajoutés dans « Eun Neubeut – Gwerziou Brezonek de C. Rannou) :

Aru él léc’h da sébélia.

Ann oll dud a skuillé daéro.

Hini n’a re kément hag Iza ;

Hi oa hanval ouz eur maro.

Lam, ô ta ! lam diouz ma daoulagad,

Té, Duzik, danvé ma fried,

Lam korf ma mamm, ha lam korf ma zad,

Pé gant’hé vin sébéliet.